*KAZETENN VREZHONEK*
Keleier e brezhoneg bemdez n'eus ket .
War ar paper, er skingomz, n'eus ket. Un draig bennak du-hont e Kemper?
met ne deu ket betek amañ, betek Roazhon na Naoned, kêrioù brasañ
Breizh. Ha keleier ar c'hornad int, n'eo ket keleier Breizh, ha
nebeutoc'h c'hoazh keleier eus ar bed.
E Roazhon eo aesoc'h prenañ ur gazetenn durkek pe selaou keleier
spagnolek eget bout kelaouet e brezhoneg. N'emaomp ket e Kembre, e
Kerdiz: skingomz e kembraeg a-hed an deiz, skinwel gembraek.
Un dra avat a c'hallfemp ober: sevel ur gazetenn bemdeziek war ar
Genrouedad, evel ma ra Ouest-France.
Dre skrid, hag ivez dre gomz.
Unan bennak a vije troet gant se?
MK